Fernão de Magalhães
Fernão de Magalhães (hervez e anv portugalek), pe Ferdinand Magellan (diwar e anv latin Ferdinandus Magellanus), a oa ur moraer portugalat ganet e 1480 ha marvet d'ar 27 a viz Ebrel 1521 hag a oa e servij ar roue Carlos Iañ Spagn. An den kentañ o vont war vor eus Europa da Azia en ur ober an dro da Afrika, an Europad kentañ o verdeiñ war ar Meurvor Habask.
Daoust ma kred da lod eo bet an hini kentañ en deus bet graet tro ar bed e varvas er Filipinez. Triwec'h moraer eus e skipailh, war ul lestr leviet gant Juan Sebastián Elkano, o devoa tizhet Spagn e 1522 hag int ar re gentañ oc'h ober tro ar Voul-Douar.
E anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Magellan a vez graet anezhañ e meur a yezh diwar latinekadur e anv, Magellanus.
Ganedigezh ha bloavezhioù kentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo bet Magellan e hanternoz Portugal, pe e Sabrosa (tost ouzh Vila Real, e proviñs Trás-dos-Montes) pe e Porto. Mab e oa da maer Sabrosa, Pedro Rui de Magalhaes, ha da Alda de Mesquita.
Da zaouzek vloaz, pa oa deuet da vezañ emzivad, ez eas da floc'h da lez ar roue João II, da Lisboa, e-lec'h ma oa e vreur abaoe daou vloaz dija.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Laurence Bergreen, Over the Edge of the World: Magellan's Terrifying Circumnavigation of the Globe, HarperCollins Publishers, 2003, hardcover 480 pages, ISBN 0-06-621173-5