Ferdinand Cheval
Joseph Ferdinand Cheval, anavezetoc'h dindan an anvioù Ferdinand Cheval ha facteur Cheval (19 a viz Ebrel 1836 e Charmes-sur-l'Herbasse, Drôme – 19 a viz Eost 1924 e Hauterives) a oa ur paotr al lizheroù hag a gasas 33 bloaz eus e vuhez o sevel e « Balez peurvat » hag eizh bloaz ouzhpenn o sevel e vez. An daou savadur-se a vez gwelet evel pennoberennoù al luskad anvet savouriezh eeunek.
Meulet eo bet ar savadur azalek ar bloavezhioù 1930 gant arzourien evel Pablo Picasso pe André Breton (hag izili al luskad dreistrealour dre vras). Lakaet eo bet da vonumant istorel e 1969, hag André Malraux a lavaras e oa ar skouer nemeti eus an arz eeunek. Bez an didrouz hag an diskuizh difin a voe enskrivet war roll ouzhpenn ar monumantoù istorel e 1975.
Ar Palez peurvat a vez gwelet evel skouer gentañ ul luskad anvet endroioù arz. Studiet eo bet al luskad-se ken abred hag e 1962[1], hag hiziv an deiz ez eo brudet er bed a-bezh. Liammet eo ivez ouzh luskad an arz garv. Meur a arzour evel Robert Tatin pe Niki de Saint-Phalle a zo bet awenet gant ar Palez peurvat.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude bezañ tapet e sertifikad e teuas da vezañ deskard war ar baraerezh d'an oad a 13 vloaz. D'an 12 a viz Gouere 1867 e voe anvet da baotr al lizheroù ez-ofisiel.
E 1869 e vo kaset da labourat e Hauterives, 12 km pelloc'h diouzh al lec'h ma oa ganet, ha karget e voe d'ober « troiad Tersanne », un droiad pemdeziek war droad, ha 33 c'hilometr hirder anezhi. Azalek ar mare-se e soñjas en e raktres, ar palez marzhus e anv, e-keit m'edo o vale. E-tro dek vloaz goude e teufe e huñvre da wir.
Ar Palez peurvat
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar mein
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez eñvorennoù Cheval e stokas e droad ouzh un tamm maen e-pad e droiad, e miz Ebrel 1879 ha war-nes kouezhañ edo. Neuze e tastumas an tamm maen hag e lakaas anezhañ en e chakod.
En deiz war-lerc'h e tremenas er memes lec'h hag e verzas tammoù mein dezho stummoù dibar, ha neuze e soñjas e c'halle an natur sevel delwennoù ha ma c'halle an natur hen ober e c'halle-eñ ivez sevel oberennoù. Evel-se e tiwanas mennozh ar Palez peurvat en e benn. E-pad 33 bloaz e tastumas mein bemdez. Kas an rae an tammoù en e chakodoù, pe en ur baner, pe en ur c'hravazh zoken. Diouzh a noz e save e balez dindan gouloù ul lamp-petrol, ha lod brasañ e amezeien a soñje dezho e oa troet da sot.
Emdroadur an talbenn reter
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Cheval a gasas an ugent vloaz kentañ o sevel talbenn reter ar pezh a veze anvet Templ an Natur gantañ (an droienn Palez peurvat a zibabas e 1904, goude bezañ kejet gant ar barzh Émile Roux e Parassac).
Dre santout e savas Ferdinand Cheval e savadur : al lodenn gentañ a denn d'an natur, hag aozet eo evel ma vefe glasvez tro-dro da vougevioù ha kombodoù, padal ez eo skoueriek an doare m'eo aozet an talbenn[2].
Ferdinand Cheval a doullas ur poull-liorzh da gentañ, hag ul lamm-dour a aozas tro-dro : Eienenn ar Vuhez (1879-1881) eo. Goude-se e kendalc'has war-du an norzh, hag un eil lamm-dour, Eienenn ar Furnez (1881-1884) e anv, a savas. Goude-se e savas an templ anvet Monumant egiptian (1884-1891), hag a zeuas da vezañ Templ an Natur. Azalek 1891 e stagas Cheval gant lodenn ar su, evel m'en dije bet c'hoant da gempouezañ hini an norzh, ha sevel a reas neuze an Templ hindou (1891-1895), ennañ loened ha bleunvioù a-vaez-bro, hag ouzhpennañ a reas tri ramz (1895-1899) : Caius Julius Caesar, Vercingetoriks hag Arc'himedes.
An talbenn kornôg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Strishoc'h eo an doare m'eo bet aozet an talben kornôg, hag ennañ e kaver skouerioù savouriezh ar bed a-bezh, hag int staliet e kombodoù : ur voskeenn, un templ hindou, un ti-prenn suis, ur c'hastell-kreñv hag un ti karrez mod aljerian a zo. Dre al lec'h-se e tizher ivez ur riboul 20 metrad hirder dezhañ, kinklet gant delwennoù, hag a ya betek ar Palez. A-us emañ ar savenn 23 metrad hirder dezhi, hag a vez tizhet pa bigner gant an diri.
An talbennoù norzh ha su
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En norzh emañ talbenn Templ an Natur : mougevioù ha loened a bep seurt (karv, pilikanted, gourglazard...) a gaver. Diouzh tu ar su e fellas da Cheval enoriñ an amzerioù tremenet, ha sevel a reas ur «mirdi kozh-Noe». Dre an tu-se e c'haller tizhout ar savenn.
Ar savadur dre vras
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzhpenn bezañ ur meulgan d'an Natur ez eo ar palez ur meskaj stiloù savouriezh liesseurt, hag awenet e voe Cheval gant ar Bibl[3] hag ivez e mojennoù India ha re Egipt. D'ar mare ma oa Cheval paotr al lizheroù ez ae war gresk an niver a dud a veaje, ha war ziorren ez ae ar skrivañ kartennoù-post (degouezhet e Frañs e 1873, da lavaret eo 5 bloaz a-raok ma savfe ar Palez peurvat).
Gant raz, simant ha pri-raz eo bet strollet ar mein.
E 1912 ec'h echuas Ferdinand Cheval gant sevel e Balez peurvat.
Bez an didrouz hag an diskuizh difin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur wech echu gantañ sevel ar Palez peurvat ec'h embannas e felle dezhañ bezañ douaret el lec'h a oa bet savet gantañ, met dibosupl eo hervez lezenn, nemet m'eo devet ar c'horf. Ne veze ket devet korfoù a re varv d'ar mare-se e Frañs, neuze ec'h asantas bezañ douaret e bered ar gumun, ha divizout a reas ivez sevel ar bez a felle dezhañ kaout.
Azalek 1914 e tremenas eizh vloaz ouzhpenn o kas mein betek bered Hauterives, hag aozañ a reas anezho a-benn sevel Bez an didrouz hag an diskuizh difin, hag a voe echu e 1922.
Ennañ e voe douaret pa varvas e 1924.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Les Inspirés et leurs demeures, gant Gilles Erhmann, rakskrid gant André Breton
- ↑ Heñvel a-walc'h eo ouzh an doare implijet gant Augustin Lesage pa savas e livadur kentañ
- ↑ Mougev Sant Amede ha hini ar Werc'hez Vari, ur c'halvar, an avielourien...
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Le Palais idéal du facteur Cheval à Hauterives, Drôme, emvuhezadur Ferdinand Cheval, dielloù dastumet gant André Jean, Grenoble, Impr. générale, 24 p., 1952
- Alain Borne, Le facteur Cheval, luc'hskeudennoù gant Fabian Da Costa, Entremont-le-Vieux, embannadurioù Curandera, dastumad l'Embellie, 117 p. + 16 fichenn, adembannadur1993
- Peter Weiss, Du Palais idéal à l'enfer ou Du facteur Cheval à Dante, dibab testennoù ha rakskrid gant Günter Schütz, troet diwar an alamaneg gant Éliane Kaufholz-Messmer, Pariz, embannadurioù Kimé, dastumad Détours littéraires, 114 p., 2000
- Michel Friedman, Les secrets du facteur Cheval, luc'hskeudennoù gant Daniel Czap, hag ivez Histoire du Palais idéal, gant Ferdinand Cheval, Pariz, J. C. Simoëns, 91 p. + 40 p. skeudennoù, 1977
- Jean-Pierre Jouve, Claude Prévost, Clovis Prévost, Le Palais idéal du facteur Cheval : quand le songe devient la réalité, gant un dibab testennoù ferdinand Cheval (1905-1911), Pariz, embannadurioù du Moniteur, dastumad Les Bâtisseurs inspirés, 303 p., 1981
- Claude Boncompain, Le facteur Cheval, piéton de Hauterives, luc'hskeudennoù gant Jean-Louis Perret, Valence, embannadurioù LeBouquin, 79 p., 1988
- Lionel Bourg, Tombeau de Joseph-Ferdinand Cheval facteur à Hauterives, Montpellier, embannadurioù Cadex, 30 p., 1990
- Marc Fenoli, Le Palais du facteur Cheval, luc'hskeudennoù gant Laurent Nivon ha Marc Fenoli, Grenoble, Glénat, 95 p., 1990
- Adrian Henri, Le Palais du facteur Cheval, skeudennoù gant Simon Henwood, Pariz, Centurion jeunesse, 28 p., 1990
- Conservation régionale des monuments historiques de Rhône-Alpes, Le Palais idéal du facteur Cheval : Drôme, Hauterives, Lyon, DRAC Rhône-Alpes, dastumad Patrimoine restauré, 10 p., 1991
- Pierre Chazaud, Le facteur Cheval : un rêve de pierre, rakskrid gant Jean Guibal, Veurey, embannadurioù Le Dauphiné, dastumad les Patrimoines ; Grenoble, Musée dauphinois, 51 p., 1998
- Jacques Delatour hagAndré Gerin, La dernière demeure du facteur Cheval : son tombeau à Hauterives, levrig 11 pajenn stag ouzh « Études drômoises », Valence, e-tro 2000
- Josette Rasle, Eric Le Roy, Christophe BONIN, Avec le Facteur Cheval : Katalog an diskouezadeg e mirdi ar Post, 2007, ENSBA, 23X26, 160 p.
- Valère-Marie Marchand, Le Sable des chemins, sur les pas du facteur cheval, Pariz, embannadurioù Sextant, 160 p., 2008.
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Le facteur sonne toujours cheval, Chris Marker, 1992, 52 vunutenn
Diskouezadeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Avec le Facteur Cheval, Mirdi ar Post, Pariz, miz Ebrel 2007