Mont d’an endalc’had

Febris

Eus Wikipedia

Febris (latin evit "terzhienn") a oa doueez roman an derzhienn, a ziwalle an dud diouzh ar malaria.

N'eus mojenn ebet diwar he fenn. E-touez he ferzhioù eo an onestiz an hini pennañ hervez Seneca ar Yaouankañ en e Apocolocyntosis.

Febris a veze div c'hoar ganti, Dea Tertiana ha Dea Quartiana, anvet evel-se dre ma teu an derzhienn en-dro bep tri pe bevar devezh.

Un enskrivadur, kollet hiriv, a oa bet kavet diwar-benn Dea Tertiana en Habitancum, a oa ur c'hreñvlec'h roman e Risingham, Northumberland, e hanternoz Bro-Saoz[1].