Faure Gnassingbé
Faure Essozimna Gnassingbé (ganet d'ar 6 a viz Even 1966) zo ur politikour ha prezidant Togo abaoe 2005. Mab eo d'ar prezidant Gnassingbé Eyadéma. Graet en deus studioù e Bro-C'hall hag er Stadoù-Unanet. Bet eo kannad e Parlamant Togo ha ministr e gouarnamant ar c'hentañ ministr Koffi Sama.
E miz Kerzu 2002 e voe cheñchet bonreizh Togo gant Gnassingbé Eyadéma ha lakaet oad rekis evit bezañ prezidant da 35 bloaz e plas 45 bloaz evel ma oa a-raok. Evel-se en defe gellet e vab Faure Gnassingbé lakaat e anv e dilennadegoù 2003 betegout e vefe bet re glañv Eyadéma evit hen ober. A-benn ar fin e c'hallas Eyadéma kemer perzh en dilennadegoù ha chom prezidant Togo. Goude e varv d'ar 5 a viz C'hwevrer 2005 e teuas Faure Gnassingbé da vezañ prezidant ar vro, da c'hortoz dilennadegoù all. D'ar 24 a viz Ebrel 2005 e voent aozet ha dilennet Gnassingbé. Daoust d'an doare amreizh ma oa tremenet ar vouezhiadeg (deuet soudarded er burevioù votiñ, laeret jarloù-mouezhiañ) e tisklêrias Bro-C'hall bezañ laouen gant an dilennadeg. Trubuilh a savas er vro da heul ar vouezhiadeg ha kantadoù a eneberien d'ar prezidant nevez a voe lazhet gant an arme. E miz Meurzh 2010 e voe addilennet Faure Gnassingbé da brezidant Togo.
Prezidanted Togo |
|||
---|---|---|---|
|