Mont d’an endalc’had

Fariba Hashimi

Eus Wikipedia
Fariba Hashimi
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAfghanistan Kemmañ
Anv-familhHashimi Kemmañ
Deiziad ganedigezh22 Ebr 2003 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMaymana Kemmañ
Breur pe c'hoarYulduz Hashimi Kemmañ
Michermarc'hhouarner Kemmañ
Lec'h annezVicenza Kemmañ
Ezel ar skipailh sportUAE Development Team, Roland, WCC Team, Ceratizit–WNT Pro Cycling Kemmañ
Sportmarc'hhouarnerezh war an hent Kemmañ
Perzhiad e2023 in women's road cycling Kemmañ
Fariba Hasimi war hentoù Tro Ardèche 2024.

Fariba Hashimi (pachtoueg : فریبا هاشمي) zo ur varc'hhouarnerez ganet e Maimana (Afghanistan) d'an 22 a viz Ebrel 2003. D'an oad a bevarzek vloaz e komañsas da gemer lod e redadegoù belo asambles gant he c'hoar Yulduz, hep gouzout d'o familh. E 2021 o doa ranket an div c'hoar kuitaat o bro : gant an Dalibaned e oa ar galloud adarre, hag ar re-se a zifenne ouzh ar merc'hed d'ober sport. En Italia e voent degemeret da gentañ, gant ar skipailh Valcar-Travel & Service, dre hanterouriezh ar gourserez kozh Alessandra Cappellotto. E 2023 e redas Fariba gant ar skipailh Israel-Premier Tech Roland. Adalek 2024 e voe skoazellet bras gant an UCI (Kevre etrebroadel ar marc'hhouarnerezh) : degemeret e voe en e greizenn c'hourdonañ e Aigle (Suis) hag ur plas a voe miret eviti en WCC Team, ur skipailh hag a sikour rederezed bihan o bro e bed ar velo. Deuet e oa brav gant Fariba er bloaz-se. War hentoù Tro Ardèche ez eas ar maout ganti evit ar wech kentañ : gounit a reas ar 5vet tennad. Echuiñ a reas ivez da 10vet er Giro Mediterraneo Rosa e miz Ebrel, da 4re e kampionad Azia enep an eur e miz Mezheven, ha da 8vet en Tour de l'Avenir e miz Eost. Gant harp an UCI ha Kevre Afghanistan e c'hallas Fariba kemer perzh e C'hoarioù olimpek 2024 e Pariz gant he c'hoar. Achapet o deus asambles o-div, ha da 75vet e voe renket Fariba a-benn ar fin.