Fanino Fanini
Fanino Fanini, bet ganet Camillo Fannio (Faenza, 1520 – Ferrara, 1550), a oa un artizan italian, deuet da vout protestant. Tamallet e voe ha devet en e vev dindan Ercole II d'Este e Ferrara, war urzh an Ofis Santel.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab henañ Melchiorre Fannio ha Chiara Brini e oa. Ur breur en doe, Giuseppe, ac'h eas da veleg, hag ur c'hoar, Bianca.
E 1542 e timezas Fanino da Varbara Barboncini ha daou vugel o doe : Giovanni Battista ha Giulia. Pa varvas e dad war-dro 1546 e voe legadet dezhañ an holl vadoù.
Petra zo kaoz ma voe levezonet gant mennozhioù ar brotestanted ? Peurvuiañ e reer anv eus prezegennoù Bernardino Ochino a deuas da Faenza e 1538, pe lennadennoù evel Beneficio di Cristo gant Benedetto Fontanini ha Marcantonio Flaminio, e 1543, pe an Tragedia del libero arbitrio gant Francesco Negri, e 1546.