Falanouk
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Eupleridae | ||
Iskerentiad : | Euplerinae | ||
Genad : | Eupleres | ||
Anv skiantel | |||
Eupleres goudotii Doyère, 1835 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar falanouk (Eupleres goudotii) a zo ur c'higdebrer eus kerentiad an Eupleridae hag a vev e Madagaskar hepken.
Gant e gendirvi, ar fanaloka hag ar fosa, eo an ezel nemetañ eus an iskerentiad Euplerinae. N'eus gwagrenn fraezhel ebet gantañ ha ne c'hell ket kuzhat e skilfoù. Divellkeineged ha buzhug a zebr dreist-holl ha dibar eo e zent abalamour d'ar reol-boued-se: kompez eo e zent-lagad hag e rakkildent.
Bevañ a ra en e-unan er c'hoadegoù glaviek eus kreiz ha gwalarn ar vro. Un aneval-noz eo. Diouzh an deiz e kousk e-barzh toulloù pe douarennoù bihan. Muzuliañ a ra war-dro 50 cm gant ul lost 24 cm ha tennañ a ra d'ur vibinell. Gell eo e vlevenn.
En arvar emañ ar falanouk en abeg da zistruj e lec'h-annez ha d'e breizhataerien.
Ar spesad nemetañ eo er genad Eupleres.
Isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bez' ez eus daou isspesad:
- Eupleres goudotii goudotii a vev e reter ar vro
- Eupleres goudotii major a vev e kornôg ar vro