Mont d’an endalc’had

Falanouk

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Eupleres)
Falanouk


Tost en arvar (NT)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Eupleridae
Iskerentiad : Euplerinae
Genad : Eupleres
Anv skiantel
Eupleres goudotii
Doyère, 1835
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar falanouk (Eupleres goudotii) a zo ur c'higdebrer eus kerentiad an Eupleridae hag a vev e Madagaskar hepken.

Gant e gendirvi, ar fanaloka hag ar fosa, eo an ezel nemetañ eus an iskerentiad Euplerinae. N'eus gwagrenn fraezhel ebet gantañ ha ne c'hell ket kuzhat e skilfoù. Divellkeineged ha buzhug a zebr dreist-holl ha dibar eo e zent abalamour d'ar reol-boued-se: kompez eo e zent-lagad hag e rakkildent.

Bevañ a ra en e-unan er c'hoadegoù glaviek eus kreiz ha gwalarn ar vro. Un aneval-noz eo. Diouzh an deiz e kousk e-barzh toulloù pe douarennoù bihan. Muzuliañ a ra war-dro 50 cm gant ul lost 24 cm ha tennañ a ra d'ur vibinell. Gell eo e vlevenn.

En arvar emañ ar falanouk en abeg da zistruj e lec'h-annez ha d'e breizhataerien.

Ar spesad nemetañ eo er genad Eupleres.

Bez' ez eus daou isspesad:

  • Eupleres goudotii goudotii a vev e reter ar vro
  • Eupleres goudotii major a vev e kornôg ar vro

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.