Fairuzabadi

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

Fairuzabadi pe al-Fayrūzabādī (arabeg الفيروزآبادي) (1329–1414) a oa ur geriadurour hag a savas ur geriadur arabek bras anvet al-Qamus al-Muhit.

Genidik e oa Fairuzabadi eus Fars en Iran. Studioù a reas e meur a lec'h, Shiraz, Baghdad, Damask, a-raok beajiñ ha bevañ tro-ha-tro e Jeruzalem, en Ejipt, e Mekka hag e Yemen.

Skrivañ a reas barzhonegoù, met e oberenn anavezetañ eo e c'heriadur Al-Qamus al-Muhit (القاموس المحيط) m'en doa bodet danvez tennet eus daou c'heriadur all, Al-Muhkam gant Ibn Sida (m. 1066) hag Al-ʿUbab gant al-Saghānī (m. 1252).[1] E c'heriadur e div levrenn a reas berzh, kalz muioc'h eget ma reas Lisan al-Arab gant Ibn Manzur (m. 1312). Implijet e voe al-Qamus e-pad tost da bemp kantved.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]