Fólkaflokkurin

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Inizi Faero
Coat of arms of the Faroe Islands.svg
Un darn eus an heuliad a-zivout:
Politikerezh ha gouarnamant
Inizi Faero

|align=left|

See also:
Politikerezh Danmark

Broioù arallAtlas

Fólkaflokkurin (Faeroeg Strollad ar Bobl) a zo ur strollad politikel mirour en Inizi Faero. Bleniet eo gant Jørgen Niclasen ha kenezelet eo ouzh Unvaniezh Etrevoadel Demokratel. En dilennadegoù 2004 en-deus gounezet 20.6% ar mouezhioù ha 7 kannad e parlamant ar vro.

A-du gant un emverouriezh vrasoc'h evit ar inizi e oa betek 1994 ha bremañ e klask ar strollad gounit an dizalc'hiezh klok. Kevreet e oa gant Tjóðveldisflokkurin ha Sjálvstýrisflokkurin betek 2004. D'an amzeried-se ez int aet e-barzh gouarnamant Jóannes Eidesgaard asambles Sambandsflokkurin ha Javnaðarflokkurin a fell dezho e chomo an Inizi Faero un darn eus Danmark.

En dilennadegoù broadel 2007 en deus gounezet 20.5% ar mouezhioù ha kollet en deus e gannad nemetañ er Folketing. E dilennadegoù 2011 en deus tapet 8 sez (war 33) el Løgting ha deuet eo da vezañ an eil strollad eus ar vro evit a sell ar sammad a vouezhioù.


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]