Ezrelegenn

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Emañ an ezrelegennoù da vezañ enebet ouzh ar relegennoù diabarzh.

Ezrelegennoù naturel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un ezrelegenn (pe amskeledenn[1], pe eksoskeledenn) zo ur perzh anatomek diavaez hag a harp hag a warez korf ul loen. Graet e vez krogen hag a-wezhioù relegenn diavaez anezhañ. Razh an arthropoded (evel an amprevaned, ar c'hresteneged hag ar c'hevnid) ha kalz divellkeineged, evel ar blotviled krogennek o deus un ezrelegenn.

Ne servij ket ezrelegenn an amprevaned evel un hobregon evit en em zifenn hepken met ivez evel ur gorread a dalvez da stagañ ar c'higennoù, evel ur skoilh a-enep an disec'hadur hag evel ur benveg santidik ouzh an endro.

Setu amañ da-heul roll ar seurtoù ezrelegennoù a c'haller da gavout gant un nebeud skouerioù.

Gwelet ivez ar pennad muz

Ezrelegennoù savet gant Mab-den[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An ezrelegenn ardaouel zo un ostilh savet dreist-holl evit bezañ implijet gant an dud en emgannoù, evit sevel tiez peotramant evit bevañ e endroioù dañjerus.

Diwanet e oa keal an ezrelegennoù en unan eus levrioù ar sindikad Stratemeyerm, Tom Swift, Jr. and His Jetmarine sinet gant Victor Appleton II[2] ha brudet e oa bet gant ur romant eus ar skrivagner skiant-faltazi Robert A. Heinlein anvet Starship Troopers[3]. Dibaoe eo bet implijet ingal e romantoù, bannoù-treset ha tresadennoù-bev, e Bro-Japan peurgetket.

Hiziv an deiz ez eo bet tost adtapet ar skiant-faltazi gant ar skiant a-drugarez da araokadennoù an deknologiezh. Emeur o ren enklaskoù skiantel da sevel ezskeledennoù bevmekanek evit o implijout er greanterezh pe evit ar vezegiezh pe an arme. Koulskoude e chom kudennoù da zifuilhañ evit pezh a sell ouzh ar reoliñ, ar c'halloudegezh hag an elfennoù lusker (kigennoù an ezrelegenn). Daoust ma'z eus bet savet kentpatromoù ezkeledennoù hag a labour c'hoazh e tioueront, da skouer, an tizh ha kenurzh ar fiñvoù zo rekis evit bezañ gouest da gevezañ gant soudarded n'o deus ket seurt harnez.

Imbourc'hioù a-vremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ajañs ar Raktresoù Imbourc’h evit an Difenn er Stadoù-Unanet (United States Defense Advanced Research Projects Agency) hag aozadurioù all o deus klasket sevel ezrelegennoù abaoe meur a zeg vloaz. Nebeut a araokadennoù zo bet neoazh hag en em c'houlenn a reer c'hoazh petore talvoudegezh en deus seurt ardivink (n’eus hini ebet anezhe a vije aet pelloc’h evit stad ar c’hentpatrom betek-henn).

Labourat a ra ar pep brasañ eus ar c’hentpatromoù gant ur reizhiad hag a gerzh dre zour hag a zo reolet gant un urzhiataer. Gallout a reont bezañ lakaet da gerzhet gant batirioù, ur c’heflusker dre loskadur diabarzh pe gant piloù dre helosk.

Unan eus an implijoù pennañ a vefe reiñ an tu d’ar soudarded da zougen pouezioù bras (80-300 Kg) en ur redek pe en ur sevel gant diri. Gallout a rafe ivez bezañ implijet evit prederiañ ar re glañv, an dud mac’hagnet peurgetket. Abalamour d’an niver brasoc’h-brasañ a dud kozh a rankont intent oute ha d’an diouer a dud a vicher, meur a bare ijinourien japanat o deus krouet ezrelegennoù savet evit skoazell ar c’hlañvdiourezed da zibradañ ha da zougen ar glañvourien. Gallout a rafer ober gant an ezrelegennoù ivez evit ober war-dro an dud o deus bet ur barrad empenn. A-drugarez dezhe e vefe ezhomm nebeutoc'h a dud war-dro ar glañvourien ar muiañ mac'hagnet pa vez ezhomm meur a arbennigour bremañ. Ingaloc'h e vefe embregerezh an holl glañvourien ha dre se e vefe aesoc'h dielfennañ anezhañ war-lerc'h ha reizhañ anezhañ diouzh pep c'hlañvour goude se. un nebeud raktresoù zo hiziv an deiz evit krouiñ ezrelegennoù savet a-ratopzh evit ar c'hreizennoù addeskerezh evel an ezrelegenn LOPES pe LOKOMAT.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Geriadur Martial Ménard, p. 548-a
  2. (en) Victor Appleton II (1954), Tom Swift, Jr. and His Jetmarine, Grosset & Dunlap, 1954 (ISBN 978-0-448-09102-0)
  3. (en) Robert A. Heinlein (1959), Starship Troopers, Ace, 1987 (ISBN 978-0-441-78358-8) ; (fr) Etoiles, garde à vous !, J'ai Lu, 2019 (ISBN 978-2-290-21419-0)