Euzhvil al Loch Nis

Eus Wikipedia
Un delwenn eus Nessie savet e-kichenik al loc'h.

Euzhvil al Loch Nis, lesanvet an Niseag e gouezeleg ha Nessie e saozneg, a zo ul loen hag a vevje pe en dije bevet e dourioù Loch Nis e Bro-Skos. N'eus ket bet prouet gwech ebet e oa anezhañ evit gwir.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Skos zo brudet evit hec'h istorioù hengounel euzhvil hag a vev e-barzh spasoù dour don, e-barz stêrioù pe lennoù. Ar c'hrouadurioù dourel-se zo anvet "kelpie" pe "marc'h-dour" ha brudet int evit beuziñ foeterien difur. En amzer-gozh e oa difennet d'ar bugale gant ho zud mont da neuial e-barzh sterioù don rak aon na vijnt tapet gant speredoù an dour.

En un doare ofisiel e vez klevet kaoz eus an istorioù-se abaoe ar bloavezh 565, p'en doa saveteet Sant Koulm, ur manac'h iwerzhon, unan eus e ziskibled eus ar marv. Hemañ a oa o klask treuziñ al lenn o neuial evit kas en-dro ur vag. Un euzhvil spontus a oa deuet er-maez eus an dour hag o lammat war ar paour-kaezh a oa o huchal gant ar veg digor-bras. Sant Koulm en dije graet sin ar groaz ha galvet galloud Doue, o huchal d'an euzhvil arabat touchañ d'ar paour-kaezh, ar pezh en dije graet "an Niseag", anv keltiek al loen, anavezet ivez evel Nessie, e saozneg.

E 1933, pa oa bet savet un hent e-kichen al lenn e oa bet lavaret gant kalz a dud o doa gwelet an euzhvil. Deuet eo al lec'h da vezañ an dedenn touristel kentañ er Rouantelezh-Unanet. Setu penaos eo bet kemeret ul luc'hskeudenn gant Robert Kenneth Wilson eus al loen. Al luc'hskeudenn-se he doa graet tro ar bed met benn ar fin e ouier bremañ e oa unan faos.

E 1961 e oa bet krouet al Loch Ness Phenomena Investigation Bureau (Burev an enklaskoù war anadoù al Loch Nis).

Meur a ergerzhadenn zo bet evit kavout al loen. Da gentañ gant binviji simpl (higennoù, tonelloù, tammoù pesked evel bouedennoù) met ivez tostoc'h deomp gant splujerezioù. Klevet o deus meur a heklev e-barzh al lenn hag a broufe ez eus traoù bras-tre o fiñval ennañ. N'eus bet kavet netra fetis met testenioù a zo c'hoazh eus tud hag a lâr o deus gwelet Nessie.

E 1990e oa bet kavet eoged gant merkoù dent bras-tre warne.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.