Eurybia

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Eurybia (e gregach : Εὐρύβια / Eurúbia, pe Εὐρύβιη /Eurúbiê) a oa un doueez eus ar mor, eus ar rummad koshañ. Merc'h e oa da C'haia ha Pontos. Pevar breur he doa : Nereüs, Forkys, Thaomas, ha Keto.

Dimezet e oa d'an Titan Krios, a oa hantervreur dezhi.

Mamm e oa d'an Ditaned Astraios, Pallas ha Perses.

Eurybia all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un Eurybia all a oa merc'h d'ar roue Thespios. Ur bugel he doe gant Herakles.