Euros Bowen
Neuz
Euros Bowen (12 a viz Gwengolo 1904 – 2 a viz Ebrel 1988) a oa ur barzh kembraek[1].
Ganet e voe e Treorci, e traoñienn Rhondda, ha breur e oa d’ur barzh kembraek all, Geraint Bowen. Studioù a reas e skol-veur Aberystwyth, e skol-veur Abertawe hag en Oxford. Dont a reas da vezañ beleg anglikan, e Llangywair, e Penllyn, da gentañ hag e Llanuwchllyn goude.
Gounit Kador an Eisteddfod a reas en Eisteddfod Vroadel Kembre e 1948, gant e varzhoneg O'r Dwyrain, hag adarre e 1950 gant Difodiant[2].
E penn ar gelaouenn lennegel Y Fflam e voe etre 1946 ha 1952[3].
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Trin Cerddi (1978)
- Buarth Bywyd (1986)
- Oes y Medwsa (1987)
- Lleidr Tân (1989)
Troidigezhioù diwar an henc'hresianeg, al latin hag ar galleg a reas ivez[4].