Eurig Salisbury

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Eurig Salisbury zo ur barzh kembraek, ganet e Kerdiz. Pa oa c'hwec'h vloaz e oa aet da chom da Llangynog, e-kichen Caerfyrddin. Da drizek vloaz e teskas cynghanedd gant levr Myrddin ap Dafydd, Clywed Cynghanedd.

E 2006, en Eisteddfod yr Urdd e c'hounezas ar gador. Meur a briz arall a dapas en Eisteddfodoù all. E 2006 ivez e kemeras perzh en droiad Crap ar Farddoni, a-gevret gant Catrin Dafydd, Hywel Griffiths, Aneirin Karadog hag Iwan Rhys. Da-heul an droiad e voe embannet an dastumad anvet Crap ar Farddoni .

E 2008 e voe embannet e zastumad kentañ, Llyfr Glas Eurig.

Labourat a ra evel enklasker er Greizenn studioù keltiek, en Aberystwyth.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]