Eured kouerien
Neuz
| Eured kouerien | |
| Pieter Brueghel gozh, 1568 | |
| Eoullivadur war lien | |
| 114 × 164 cm | |
| Kunsthistorisches Museum | |
| Vienna | |
Eured kouerien, pe De boerenbruiloft e nederlandeg, zo un daolenn gant al livour flamank Pieter Brueghel gozh bet livet e 1568 ha war ziskouez e Kunsthistorisches Museum Vienna, en Aostria.
En daolenn e weler taoliadoù kouerien, bugale zoken, o kargañ o bouzelloù. Picheroù goullo zo, ha krediñ a c'haller n'eo ket dour zo bet evet. N'eus nemet ar plac'h nevez, kroazet he daouarn, a chom sioul.
Sonerien zo e-kreiz ar sal, gant ur binioù hag a weler e meur a daolenn all gant an arzour.