Mont d’an endalc’had

Eugen de Blaas

Eus Wikipedia
Emboltred

Eugen(e) de Blaas, pe Eugen(e) von Blaas, pe c'hoazh Eugenio de Blaas (24 a viz Gouere 1843 en Albano Laziale10 a viz C'hwevrer 1931 e Venezia) a oa ul livour akademiek italian a orin aostrian.

Mab al livour aostrian Karl von Blaas e oa, ha gant e dad eo e teskas livañ. Goude-se e teskas e meur a akademiezh : e Venezia, Vienna hag e Pariz. En em staliañ a reas e Venezia, ma livas monumantoù ha gweledvaoù ha drerist-holl poltredoù maouezed. Barrek e oa evit a selle ouzh livañ poltredoù, hag evel-se e voe brudet. E oberennoù a c'haller gwelout e mirdioù Leicester, Melbourne, Nottingham, Sheffield, Sydney, Vienna ha Trieste. E vreur, Julius von Blaas e anv, a oa ul livour loened brudet.

  • Kemm-kredenn ar Rhætianed gant Sant Valantin
  • Cimabue ha Giotto
  • Dugez Venezia o vont d'an iliz
  • Ouzh ar pondalez e Venezia (1877)
  • Lidkerzh-eured, plasenn Sant Vark
  • Maskloù Venezia
  • Ur veaj da Vurano

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.