Eugène Labuset
Eugène Marie Labuset a zo bet ganet e Beauvais, e departamant an Oise (Bro-C'hall).
Mab e oa da Dregeriz aet da glask fortun er-maez eus ar vro. (François Labuset, ganet e Plouared e 1862 gant kerent eus Plufur, ha Perrine Le Luron, ganet e Plounerin e 1870, a oa eus familh Thierry Le Luron). Tad François Labuset a varvas e 1869 war vor. Pesketaer an Douar-Nevez e oa. C’hwec’h bugel he doa bet Perrine ha François Labuset. Prenañ a reont un atant e Bongenoult, e-kichen Beauvais, Oise. Krediñ a reer ez eo « An Abuzet » stumm reizh brezhonek an anv Labuset. An holl Labuset a gaver er Frañs (Oise, rannvro Baris, reter ar Frañs a zo diskennet eus François Labuset). Eugène Marie Labuset ne ouie nemet Brezhoneg pa oa bet kaset d’ar skol, ha savet e oa bet gant he mamm-gozh dreist-holl goude bezañ kollet e vamm abred. Re yaouank evit bezañ galvet pa darzhas ar Brezel bras, ez eas memestra diouzhtu d’an talbenn evel emouestlad. Kerkent hag erruet eno e komprenas ne oa nemet gevier ar pezh a oa bet lavaret dezho gant ar gouarnamant. Stourm a reas e-pad ar brezel penn-da-benn (Emgann Gwirdin (Verdun, m’ho-peus c’hoant) da skouer.) Da vare dibenn ar brezel e oa loman nijerez brezel. Diskaret e oa bet e c’harr-nij, a kouezhas e-kichen ur maner. Prederiet e voe gant merc’h tudjentil ar maner. (Romantel tre). Medalenn „Croix de Verdun“ en doa bet.
Da heul e kendalc’has gant e vicher labourer-douar, o vezañ maer sokialour e gumun (Bachivillers, Oise) e-pad trubuilhoù 1936 hag an eil brezel-bed. Kalz a reas evit labour-douar e gorn-bro, ha roet ‘zo bet dezhañ medalenn a “Varc’heg ar „mérite agricole“.
Douaret eo bet e Bachivillers.
E vab, Hubert François Labuset a oa darbet dezhañ bezañ lazhet gant an Alamaned e 1944 da heul darvoudoù harzerezh (rezistañs) e Bachivillers. Hubert Labuset e voe ivez maer Bachivillers e-pad meur a vloavezh, ha roet ‚zo bet dezhañ ar vedalenn a „gCommandeur de l’Ordre du mérite Agricole“. Seniñ a reas ar violin (violoñs) e-pad meur a vloavezh e laz-seniñ simfonek an Oise. Divrezhoneg a-grenn eo.
Merc’h henañ Hubert Labuset, Danièle Labuset, a voe roet dezhi ar “Palmes Académiques” en he micher sekretourez. He diskennidi a zo aet d'en em staliañ e Breizh, ha brezhonegerien int. Eil verc’h Hubert Labuset, Béatrice Labuset, e labouras e-pad meur a vloavezh er sinema, evel gwezelourez (liverez-dremmoù,) ha dilhadourez.