Etnolektenn

Eus Wikipedia

Implijet e vez an termen yezhoniel etnolektenn (saoz.: ethnolect, diwar ar gresianeg: ethnos "pobl; bro") evit komz eus un doare yezh pe rannyezh komzet gant ur strollad etnikel pe c'hoazh is-strolladoù sevenadurel resis bennak, da skouer an doareoù yezh diazet war ar saozneg, met disheñvel dioutañ, komzet gant stroilladoù tud du er Stadoù-Unanet ma reer Ebonics outañ.

Talvezout a ra seurt yezhoù pe rannyezhoù da verkañ gant beseurt strollad pe kumuniezh e fell da unan bennak en em anaout.

Implijet e oa bet an nevezc'her-mañ evit ar wezh kentañ e 1981 gant E. Carlock ha W. Wölck en o studiadenn diwar-benn ar saozneg komzet gant bugale unyezhek envroidi europek, embannet dindan an titl "A method for isolating diagnostic linguistic variables: The Buffalo ethnolects experiment" (e D. Sankoff ha H. Cedergren, Variation Omnibus).

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]