Seurtad (yezhoniezh)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Doare yezh)
Mont da : merdeiñ, klask

Ur seurtad yezhel, pe, ent krenn, ur seurtad, a glot gant an doare ma vez komzet e degouezhioù zo. Argemmañ a ra ar yezh gant an amzer, gant an egor, gant ar strollad kevredigezhel, gant ar blegenn pe gant ar reizh.

Rak-se ez eus eus meur a zoare seurtad yezhel, da skouer :

  • ar seurtadoù lec'hel, hag a zo liammet gant an doare ma vez komzet en ul lec'h resis, disheñvel diouzh an doare ma vez komzet el lec'hioù all a-drugarez da veur a izoglos o tennañ d'an distagadur, d'ar gerioù a vez implijet pe c'hoazh d'an doare da sevel ar frazennoù,
  • ar seurtadoù kevredadel, hag a zo liammet gant renk ar yezherien.

En enep d'ar yezhoù, d'ar rannyezhoù ha d'ar parlantoù, hag a zo diazezet war o ferzhioù strukturel, n'eo ket diazezet an doareoù all a seurtadoù war dezverkoù yezhoniel rik. Neoazh e c'hall c'hoarvezout d'ar seurtadoù diazezet war an egor bezañ heñvel oute, dre ma emdro an doare ma vez komzet gant an darempredoù etre ar strolladoù tud war o ziriadoù.