Estadio Parque Palermo

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

An Estadio Parque Palermo zo ur sportva bet savet e Parque Batlle, unan eus karterioù Montevideo en Uruguay.

Emañ lec'hiet Bali Dr. Américo Ricaldoni 2875, nepell diouzh an Estadio Centenario ha diouzh an Estadio Parque Luis Méndez Piana.

Divizet e voe e sevel e 1931 ha digoret d'an 31 a viz Here 1937 ez-ofisiel. Gouest eo da zegemer betek c'hwec'h mil pemp kant arvester da-geñver krogadoù Central Español a zo perc'henn warnañ.