Erich Eliskases
Erich Gottlieb Eliskases, bet ganet d'ar 15 a viz C'hwevrer 1913 en Innsbruck (Aostria) ha marvet d'an 2 a viz C'hwevrer 1997 e Córdoba (Arc'hantina) , a oa ur mestrc'hoarier echedoù aostrian, alaman, arc'hantinat ha braziliat.
Mestr Etrebroadel e oa adalek 1950, ha Mestr Meur Etrebroadel adalek 1952.
P'edo 15 vloaz e voe trec'h e tournamant Stad kevredet Tirol : abalamour d'an trec'h-se e c'hellas kemer perzh e Kampionad broadel Aostria. Kentañ e voe, a-gevret gant ar Mestr aostrian Esra Glass (+5, =3, -1).
Labourat a reas evit ar gazetenn echedoù aostrian Wiener Schachzeitung ha dont a reas da vout he fenngazetennour e 1936.
C'hoari a reas en Olimpiadoù echedoù en anv Aostria e 1930 hag e 1935, en anv Alamagn e 1939 hag e hini Arc'hantina e 1952, 1958, 1960 ha 1964.
Krogad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er c'hrogad-se voe faezhet José Raúl Capablanca, a oa bet Kempion ar Bed, gant E. Eliskases en un diwezh ma voe un emgann etre Farouelloù heñvel liv o hent.
|
|
|
|
|
|
Eliskases–Capablanca
|
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Tournamantoù
- (en) Pennad e New in Chess
- (en) 15 lec'hiadur a-bouez en e bartiennoù
- (de) Pennad ar Wiener Zeitung
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.