Eric Defoort

Eus Wikipedia
Eric Defoort (2016)

Eric Defoort (27 a viz Mezheven 1943 en Ieper - 17 a viz Kerzu 2016) a oa ur politikour eus Flandrez Belgia.

Kelenner istor e oa eus e vicher ha levraoueger e skol-veur katolik Brusel (Katholieke Universiteit Brussel). Bet eo ezel eus kuzul-merañ skingomz ha skinwel Flandrez (Vlaamse Radio- en Televisieomroeporganisatie, VRT).

Yaouank-kenañ e krogas Eric Defoort da dommañ ouzh mennozhioù broadelourien Flandrez. Pa oa studier e skol-veur katolik Leuven e reas anaoudegezh gant Frans Verleyen ha Jaak Vandemeulebroeke hag oberiant e voe en unaniezh ar studierien vroadelour (VNSU, Vlaams-Nationale Studentenunie).

Goude bloavezhioù gouestlet d’e vicher e teuas en-dro d’an emsav flandrezat : er bloavezhioù 1990 e voe oberiant en aozadur anvet Vlaamse Volksbeweging (emsav ar bobl flamank) kenkoulz hag er strollad politikel Volksunie. Eilprezidant diwezhañ ar strollad Volksunie e oa bet, a-raok ma voe rannet ar strollad-se e div gostezenn. Mont a reas Defoort a-du gant Geert Bourgeois ha Bart De Wever da sevel ar gostezenn zehou a zeuas da vezañ diwezhatoc’h an Nieuw-Vlaamse Alliantie.

E 2003 e kuitaas ar strollad NVA, abalamour d’un dizemglev gant e renerien Geert Bourgeois ha Matthias Storme. Etre miz Here 2007 hag miz Eost 2009 e voe e penn ar Vlaamse Volksbeweging. Dont a reas en-dro e-barzh an NVA goude se.

D’ar 26 a viz Meurzh 2010 e oa bet dilennet e penn Emglev Libr Europa, e kendalc’h ar strollad-se e Venezia, war-lerc’h Nelly Maes. E 2014 en doa lezet e blas gant ar C'horsad François Alfonsi.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]