Nelly Maes
Nelly Maes a oa bet ganet d'ar 25 a viz C'hwevrer 1941 e Sinaai a zo ur bolitikourez flandrezat hag an tu kleiz. Evel ur gelennerez e krogas-hi gant hec'h esped micherouriel. Hec'h esped politikel a zarouas e 1971 pa voe dilennet da Gambr Velgiat Kannidi ar Bobl war listenn ar Volksunie. Enni e chomas betek 1977 ha d'ur senedourez ez eas er bloaz da heul, e 1978.
E 1981 ez eas da isprezidantez ar Volksunie ha dilezel a reas al labour parlamantel. Tabud a oa er strollad d'an amzer-se. Tizhet e oa bet e bal gantañ - d'ur stad kevredel e oa aet Belgia ha ne oant ket a-du e izili a-zivout petra e fell dezho ober bremañ.
E 1985 e tistroas d'ar parlamant ha d'ar sened e 1991. E 1995 ez eas d'un ezel eus ar parlamant flandrezat nevez-aozet. E 1988 e voe dilennet da ganadez europeat.
E 2001 e voe disrannet ar Volksunie. Nelly Maes, na oa ket a-du gant an disrann, a yeas e-barzh ar strollad Spirit. Kalz bihanoc'h e oa ar strollad hag e gevread Socialist Party – Different a lakaas e izili d'ar pemp lec'h kentañ eus o listenn voutin evit an dilennadegoù europeat 2004. O vezañ an hini c'hwec'hvet ne voe ket Nelly dilennet.
Da brezidantez an Emglev Libr Europa e oa bet anvet, avat. Prezidantez an Ensavadur evit ar Peoc'h eo ivez.