Eric Cobham
Eric Cobham (tro 1700, Pool – tro 1760) a oa ur morlaer hag a labouras gant e wreg Maria Lindsey, bet ganet e Plymouth. Diazezet e oant e Newfoundland, en Douar-Nevez. Preizhata a rejont bagoù war stêr Sant-Laorañs. Gwech ebet n’o deus bet kudennoù peogwir ne virent prizoniad ebet, hag e kasent an holl vagoù paket ganto d’ar strad. O micher morlaeron a gasjont etre 1720 ha 1740, ha goude-se e teujont da repuiñ e Le Havre. Degemeret mat e voent : dont a reas Eric da vezañ barner. War a seblant ne voe ket plijet e wreg gant Le Havre : en em zistrujañ a reas, pe marteze e voe lazhet gant he gwaz. Ur verc’h ha daou vab a voe ganet dezho. Cobham a skrivas e eñvorennoù, hag embannet e voent goude e varv. Klask a reas e familh prenañ an holl skouerennoù anezho a-benn o distrujañ, met miret ez eus bet ur skouerenn en Dielloù broadel e Pariz. Diaes eo gouzout ha gwir eo an holl draoù-se : n'eus ket bet klebvet kaoz eus Cobham a-raok ar bloavezhioù 1920. Philip Gosse a implijas an anv Eric, un anv ral en XVIIIvet kantved. Hervez Gosse ivez he dije bet c'hoant Maria Lindsey lakaat he gwaz da brenañ un ti anvet Mapleton Hall e Plymouth, met n'eus lec'h ebet anvet evel-se e Plymouth pe tro-war-dro.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Buhez Eric Cobham e-barzh The Canadian Encylopedia
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jack Fitzgerald, The Hangman is Never Late
- Gosse, Philip, "The Pirate's Who's Who"
- Horwood, Harold, and Butts, Ed, "Pirates and Outlaws of Canada"
- Rogozinski, Jan, "Pirates! An A-Z Encyclopedia"