Englishman In New York

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Quentin Crisp,
luc'hskeudennet e 1992 e New York (SUA).

Englishman In New York a zo ur ganaouenn saoznek savet, ton ha son, gant ar c'haner-sonaozer saoz Sting.

Danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

El levrig lakaet a-gevret gant an albom ...Nothing Like the Sun e kont Sting en devoa bet c'hoant da gaozeal eus ur mignon kozh dezhañ — an arzour gae saoz Quentin Crisp (1908-1999) — hag en devoa kuitaet Londrez da vont da New York d'ober e annez er c'harter Bowery (e 1981 hag eñ trizek vloaz ha tri-ugent d'an ampoent...).

Enrollañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kaset e voe an enrolladennoù da benn e studioioù Associated Independent Recording (AIR) en Enez Montserrat (Tiriadoù Tramor Breizh-Veur), adalek miz Meurzh betek miz Eost 1987, gant ar sonerien amañ dindan :

Embann[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embannet e voe gant A&M Records d'an 13 a viz Here 1987 e-touez an unnek kanaouenn all eus ...Nothing Like the Sun, eil albom studio ar c'haner saoz.

Arzourien all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kanet e oa bet gant Bamboo, The Black Eyed Peas, Cris Cab, Chico & the Gypsies, PH Electro ha Razorlight ivez.

Selaou Englishman In New York ha lenn ar gerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]