Enez an Evned
Enez an Evned, pe Isla de Aves, zo un enezenn didud er Mor Karib, 375 m hirder dezhi ha 50 m a ledander. Emañ 110 km er c'hornôg da Wadloup ha Dominika ( ). Al lec'h uhelañ n'eo nemet 4 m dreist live ar mor, gant-se e vez goloet aes pa vez kelc'hwidennoù. Dañjerus eo an enezenn d'ar bagoù ha meur a hini he deus graet peñse eno. E 1980 e voe rannet e daou gant ar gelc'hwidenn Allen, met adunanet eo bet gant kresk ar c'houral. Koulskoude e kreder e c'hallo bezañ beuzet a-benn un ugent vloaz ac'hann gant ar mor oc'h uhelaat.
Dizoloet e vije bet e 1584 par Avaro Sanzze. Spagnoled, Saozon, Portugaliz hag Izelvroiz a glaskas perc'hennañ anezhi. Abaoe 2004 ez eus ur c'hazarn eus morlu Venezuela, 370 km eus aod ar vro-hont. Savet eo Dominika a-enep da se: hervez emglev 1982, ha n'eo ket bet sinet gant Venezuela, n'hall ket un enezennig bezañ staget ouzh ur stad ma emañ e-maez harz 12 miltir an dourioù broadel (22 km).
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (es) Isla de Aves e lec'hienn morlu Venezuela