Enez Victoria (Kanada)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Enez Victoria

Enez Victoria (Victoria Island e saozneg, Île Victoria e galleg), Kitlineq en inuktitut, zo un enezenn e hanternoz Kanada. Hi eo an eil enezenn vrasañ e Kanada, gant ur gorread a 217 291 km², hag an navvet enezenn vrasañ eo e-touez inizi ar bed. Brasoc’h eo eget Breizh-Veur. E 2006 e oa annezet gant 1 875 a dud. Rannet eo e-keñver melestradurezh etre proviñsoù Tiriadoù ar Gwalarn ha Nunavut. Anvet e voe diwar ar rouanez Victoria.