Mont d’an endalc’had

Sgomer

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Enez Skomer)
Enez Sgomer
Mervent Kembre, gant enez Sgomer

Enez Sgomer zo un enezenn e mervent Kembre, war-dro tri c’hilometr karrez he gorread, dirak aod Sir Benfro. Brudet eo abalamour ma vez kalz evned-mor o neizhiañ enni hag ur gwarezva eo deuet da vezañ, meret gant Ymddiriedolaeth Natur De a Gorllewin Cymru (Wildlife Trust of South and West Wales). E-touez ar spesadoù evned a gaver ar stankañ e c’haller menegiñ an tort boutin : soñjal a reer e vez war-dro 250 000 koublad anezho o neizhiañ war enez Sgomer hag enez Sgogwm e-kichen, tost d’an hanter eus poblañs ar bed ! Poc'haned boutin a vez war-dro 10 000 koublad anezho o neizhiañ war inizi Sgomer ha Sgogwm ; ha meur a spesad evned-mor all zo c’hoazh.

Loened dibar d’an enezenn zo ivez, un isspesad muenned arrous, anvet "Skomer Vole" e saozneg ha Clethrionomys glareolus skomerensis e latin. Gwarded a vez war ar enezenn e-pad an hañv, met abaoe 1958 n’eus mui den ebet o vevañ eno a-hed ar bloaz. Aspadennoù eus tiez kozh hag ur c'hrommlec'h zo ivez.

Un anv norsek e orin eo Sgomer, evel un toullad anvioù-lec’h all war aodoù Kembre, ur roud eus levezon an alouberien viking hag a zo bet eno. Skomer e vez skrivet e saozneg ha Sgomer e kembraeg[1]

  1. Geiriadur yr Academi

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.