Enez San Félix

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Enez San Félix, en Inizi Desventuradas, e Chile.

Enez San Félix zo unan eus Inizi Desventuradas, 892 km er c'hornôg da aod Chile, rag-eeun da borzh Chañaral, war an douar-bras. 1,4 km² zo dindani. Stag eo ouzh kumun Valparaíso, a zo e Proviñs Valparaíso, a zo e Rannvro Valparaíso.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1520 e oa tremenet nepell ar moraer portugalat Fernão de Magalhães, p'edo war e hent trema ar C'hornôg, hag eñ an hini a reas Inizi Desventuradas ("reuzeudik") eus an enezeg.

D'an 8 a viz Du 1574, da lavarout eo pevar bloaz ha hanter-kant war-lerc'h Fernando de Magallanes, ha nav bloaz ha tregont goude ma voe gweladennet an hanternoz anezhi gant Diego de Almagro, e teuas ar sturier spagnol Juan Fernández da gavout an inizi San Félix ha San Ambrosio.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]