Enez Colón

Eus Wikipedia

Enez Colón (Isla Colón e spagnoleg), e gwalarn Panamá, eo enez vrasañ an enezeg ha proviñs Bocas del Toro. 61 km² zo dindani, ha gant-se eo pedervet enez vrasañ ar vro.

E gevred an enez emañ Kêr Bocas del Toro, penn-lec'h an distrig hag ar broviñs Bocas del Toro. Di ez eer dre garr-nij pe gant al lestr-treizh, adalek kêr Almirante, en douar-bras.