Mont d’an endalc’had

Enepdivyezhegezh

Eus Wikipedia
Stumm eus an 10 Gen 2019 da 21:14 gant VIGNERON (kaozeal | degasadennoù) (→‎top: replaced: r e → r e (3), , → , using AWB)

Enepdivyezhegezh a vez graet eus an oberoù pe ar politikerezh enep d'an divyezhegezh ha d'an dud divyezhek, o nac'h outo gwirioù abalamour ma implijont an eil yezh kentoc'h eget eben, abalamour ma vez staget ar gwirioù hiniennel ouzh ur yezh hepken.

E Breizh e weler enepdivyezhegezh dreist-holl e nac'hidigezh digeriñ klasoù divyezhek er skolioù-stad pe katolik da skouer. Koulskoude emañ ivez e nac'hidigezh ar gwir da vont e brezhoneg ouzh ar velestradurezh, dre skrid pe dre gomz: ar gwirioù-se a zo d'an dud er broioù ma ya en-dro an divyezhegezh.

Gallout a reer komz ivez, en degouezhioù-se, eus droukziforc'hañ yezhel.

En Amerika

Komz a reer eus enepdivyezhegezh e Kanada, diwar-goust ar galleg (New Brunswick ha kêr Ottawa), hag e SUA diwar goust ar spagnoleg (Kalifornia ha Florida dreist-holl).

En Europa

E Belgia

E Kembre

Enep an divyezhegezh e Kembre en XIXvet kantved e veze graet gant ar Welsh Not[1].

N'eus ket gwall bell e veze renerien embregerezhioù o tifenn ouzh o implijidi komz kembraeg en o lec'h-labour, adal afer Brewer Spinks e 1965 betek hini Thomas Cook e 2007[2].

Notennoù ha daveennoù

  1. The Welsh language in 19th century education, BBC
  2. Keleier BBC Kembre 10/06/2007