En Enor d'hon Ael Mat
Neuz
En Enor d'hon Ael Mat (skrivet Enn Henor d'hon El-Mad gwechall) zo ur c'hantik brezhonek e yezh Leon, kanet war ton Ar barz baleer.
- Va diouallit, Elik Doue,
- Mirit va c'horf ha va ene. (bis)
- Diskouezit d'inn e peb amzer
- Bolontez santel va Zalver.
- Va mirit diouz ann drouk-spered
- Ha dreist peb tra diouz peb pec'hed.
- Lakit evez na venn troumplet
- Dre 'r fallagriez zo er bed.
- Em c'hichennik chomit atao,
- Dreist holl pa zeui heur ar maro.
- Roit d'inn neuze kalz a zaelou
- De vouela va holl fec'hejou.
- Evit ma c'hellin da Zoue
- E stad vad renta va ene.
Testenn embannet e-barzh Kantikou brezounek. Eskopti Kemper ha Leon, Kemper, Moulerez Ru an Dudchentil, 7, Mouller ann Eskopti, ann 2 a viz Here 1908.