Emsavblishment
Neuz
An Emsavblishment, pe Emsavblijmant, a vez graet dre fent eus tud zo en Emsav.
Darn zo bet en Emsav (hini ar yezh pe an hini politikel), pe tostik dezhañ, hag a zo aet e-barzh aozadurioù politikel gall, lec'hel, departamantel pe rannvroel, hag a implij brud, levezon ha galloud, evit o mad pe hini o ziegezh pe o mignoned da gentañ-penn.
Darn all zo brudet dre ma o deus un tamm galloud en aozadurioù zo, pe a gred kaout dre ma vez o foltred er c'hazetennoù.
Kar eo ar meizad d'ar c'hlianterezh politikel kozh, pe d'ar c'hasikerezh spagnol, pe d'an nepotegezh hollvedel.