Emmen (Izelvroioù)
| Anv ofisiel | Emmen |
|---|---|
| Anv er yezh orin | Emmen |
| Diellaouet gant | Gemeentearchief Emmen |
| Oberennoù zo en dastumad | Nieuwe Instituut |
| Anvet diwar | Emmen |
| Anv annezidi | Emmenaar |
| Stad | Izelvroioù |
| Kêr-benn eus | Q111692000 |
| Kêr-benn | Emmen |
| E tiriad | Drenthe |
| Gwerzhid-eur | UTC+01:00 |
| Daveennoù douaroniel | 52°47′0″N 6°54′0″E |
| Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | mayor of Emmen |
| Penn an aotrouniezh | Cees Bijl, Eric van Oosterhout |
| Gevellet gant | Georgsmarienhütte |
| Kod-post | 7760–7769 |
| Niverenn bellgomz | +310591 |
| Postel | mailto:gemeente@emmen.nl |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.emmen.nl, https://gemeente.emmen.nl/en, https://gemeente.emmen.nl/de |
| Banniel (deskrivadur) | flag of Emmen |
| Ardamezioù | second coat of arms of Emmen |
| Roll monumantoù | Q2153749, list of war memorials in Emmen |
| Kod pellgomz an takad | 0591, 0524 |
| Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Emmen, Netherlands |

Emmen (distagañ : [1]) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Drenthe en Izelvroioù. Eil kêr bobletañ Drenthe eo Emmen, hag una eus re vrasañ an Izelvroioù a-fet ment. War-bouez Emmercompascuum, Klazienaveen, Nieuw-Amsterdam ha Schoonebeek ez eo bihan a-walc'h ar c'hêriadennoù all a ya d'ober kumun Emmen.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kreskiñ a reas Emmen goude an Eil Brezel-bed. Bannlevioù a voe aozet tro-dro da greizkêr Emmen : Emmermeer en norzh, ha goude-se Angelslo (ur gêriadenn gozh gant ar memes anv a voe distrujet), Emmerhout, Bargeres, Rietlanden ha Parc Sandur. N'eus ket pell zo eo bet savet ar bannlev diwezhañ anvet Delftlanden.
Armerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe ar bloavezhioù 1980 ez eo zoo Emmen (Dierenpark Emmen) embregerzh pouezusañ Emmen. Savet e voe er bloavezhioù 1930 ha nevesaet er bloavezhioù 1970. Ouzhpenn 1 milion 5 a dud a zeu d'e weladenniñ bep bloaz. Embregerezhioù all a zo ivez evel Teijin Aramid, DSM Engineering Plastics, Wellman Diolen Industrial Fibers. Kalz tiez-gwer a zo ivez e Klazienaveen-Erica. Rann topografiezh an Izelvroioù a zo staliet en Emmen.
Dasparzh ar boblañs er gumun
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sifroù miz Genver 2007:
| Anv | |
|---|---|
| Emmen | 57.010 |
| Klazienaveen | 11.919 |
| Emmer-Compascuum | 8.130 |
| Nieuw-Amsterdam/Veenoord | 7.140 |
| Schoonebeek | 4.997 |
| Erica | 4.885 |
| Nieuw-Weerdinge | 3.608 |
| Zwartemeer | 3.123 |
| Nieuw-Dordrecht | 2.099 |
| Barger-Compascuum | 2.025 |
| Weiteveen | 1.745 |
| Nieuw-Schoonebeek | 1.327 |
| Roswinkel | 825 |
Ar c'hêriadenn da-heul a ya ivez d'ober kumun Emmen : Amsterdamscheveld, Angelslo, Barger-Erfscheidenveen, Bargeres, Bargermeer, Barger-Oosterveen, Barger-Oosterveld, Delftlanden, De Peel, Emmer-Erfscheidenveen, Emmerhout, Emmermeer, Emmerschans, Ermerveen, Foxel, Klazienaveen-Noord, Koelveen, Middendorp, Munsterscheveld, Noordbarge, Oostersebos, Oranjedorp, Parc Sandur, Rietlanden, Schutwijk, Weerdinge, Westenesch, Westersebos, Wilhelmsoord, Zandpol ha Zuidbarge.
Kuzul-kêr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E kuzul-kêr kumun Emmen ez eus 39 dileuriad :
- PvdA : 18 dileuriad
- CDA : 8 dileuriad
- VVD : 4 dileuriad
- Burgerbelangen : 3 dileuriad
- ChristenUnie : 2 zileuriad
- SP : 1 dileuriad
- GroenLinks : 1 dileuriad
- Drentse Ouderen Partij : 18 dileuriad
Transportoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou di-gar (Emmen hag Emmen Bargeres) a zo da vont da Zwolle ha bagoù da vont da Coevorden dre Nieuw-Amsterdam, Hoogeveen hag Almelo.
| ||||||||
| Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |
