Emma Mærsk

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Emma Mærsk zo anv ul lestr-karg, hini al lestr hirañ er bed, da vihanañ an hirañ da vont ha da zont dre ar morioù hiziv an deiz. Un douger-endalc'herioù eo. 397 m eo e hed penn-da-benn (376 m hed e linenn flod). Hiroc'h listri a zo pe a zo bet, evel an eoullestr Knock Nevis, met hemañ ned a ket war ar morioù ken, hag an eoullestr Pierre Guillaumat (414 m) met dispennet eo bet hemañ abaoe.

Emma Mærsk ouzh ar c'hae, en Århus.
Anchor.svg Porched ar Mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor.