Aarhus
Neuz
(Adkaset eus Århus)
Aarhus pe Århus (distaget [ˈɒːhuːˀs] e daneg) zo ur gêr en arvor reter ledenez Jutland, e Danmark (etre 1948 ha 2011 e veze skrivet Århus). An eil kêr vrasañ eo e Danmark, goude Kopenhagen hag a-raok Odense. Poblet eo gant 242 914 a dud (e 2010), hag unan eus porzhioù brasañ Hanternoz Europa eo.
Betek 2007 e oa pennlec'h kontelezh Aarhus. E 951 e oa un eskopti en Aarhus, hag an iliz-veur, an hini vrasañ e Danmark, zo eus an XIIIvet kantved. E-touez an traoù a zedenn touristed da Aarhus emañ Den Gamle By ("Ar Gêr Gozh"), zo un doare mirdi gant tiez kozh. Savet e voe an Ti-Kêr e 1942 gant an tisavour brudet Arne Jacobsen.