Emily Dickinson

Eus Wikipedia
Emily Dickinson, e 1846 pe 1847

Emily Elizabeth Dickinson (10 a viz Kerzu 1830 - 15 a viz Mae 1886) a oa ur varzhez stadunanat. Daoust ma ne oa ket gwall vrudet en he bev, e seller ouzh Emily Dickinson bremañ, asambles gant Walt Whitman, evel unan eus pouezusañ barzhed ar Stadoù Unanet en XIXvet kantved. Ren a reas ur vuhez sioul ha diglod ha ne voe embannet nemet un dousennad eus he barzhonegoù pa oa-hi bev.

Eus 1890 betek 1955 avat e voe embannet he holl varzhonegoù, 1775 anezho, ha dre ar bed a-bezh e oa bet sachet evezh an dud ganto. Hiziv eo anavezet Emily Dickinson evel unan eus brasañ barzhed al lennegezh saoznek.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]