Emgannoù Ramadi (1917)
Neuz
Emgannoù Ramadi zo daou emgann etre Gouhere ha Gwengolo 1917, e-pad ar brezel-bed kentañ, etre arme Impalaeriezh Breizh-Veur hag an Impalaeriezh otoman, e kêr Ramadi, e-kreiz Irak, ur 100 km er c'hornôg da gêr Bagdad, war lez kreisteiz ar stêr Eufrat, hag a oa dalc'het gant un niver bras a soudarded otoman. Ul lec'h a bouez bras e oa d'ar Saozon dre ma oa ur gêr war an hent entre Aleppo ha Bagdad. En abeg d'an amzer tomm-gor e rankas ar soudarded saoz ober daou daol-arnod dindan dri miz evit kemer kêr.
E-kerzh an emgann kentañ e Gouhere 1917 e voe roet lamm d'ar Saozon a voe lazhet muioc'h anezho gant an tommder eget gant tennoù an enebourien.