Emgann ar Roure
Neuz
Emgann ar Roure, pe emgann ar Muntanya Negra pe emgann Sant Llorenç de la Muga, pe emgann Figueres, zo un emgann e Katalonia e 1794, etre soudarded ar C'hentañ Republik c'hall renet gant ar jeneral Dugommier (1738-1794) hag an arme spagnol.
Padout a reas eus ar 17 d'an 20 a viz Du 1794 etre Sant Llorenç de la Muga ha Pont de Molins, en Spagn, entre soudarded c'hall ar jeneraled Pérignon ha Dugommier, ha soudarded ar jeneral spagnol Luis Firmin de Carvajal. Trec'h e voe ar C'hallaoued. D'an 18 e voe lazhet Dugommier. D'an 20 e voe lazhet Luis Firmin de Carvajal en emgann. Goude an emgann e voe adkemeret Figueres d'ar 27 gant Pérignon.