Mont d’an endalc’had

Emgann ar C'hentroù Aour

Eus Wikipedia
Emgann

ar C'hentroù Aour

Tamm eus ar Brezel etre Flandrez ha Bro-C’hall (1297-1305)
Emgann ar C'hentroù Aour
Emgann ar C'hentroù Aour

Emgann ar C’hentroù Aour
Taolenn eus ar XIVvet kantved
Maread 11 a viz Gouere 1302
Lec'h Kortrijk
kontelezh Flandrez
Disoc'h trec'h Flandreziz
Emgannerien
Kontelezh Flandrez
Kontelezh Namur
Dugelezh Brabant
Rouantelezh Bro-C'hall
Pennoù-brezel
Willem van Gulik de Jongere
Gui de Namur
Pieter de Coninck
Jan Borluut
Robert II d'Artois
Jacques de Châtillon
Niver a emgannerien
9 000 8 000
Kolloù
1001 000

Emgann ar C’hentroù Aour (Guldensporenslag e nederlandeg) pe Emgann Kortrijk zo un emgann a oa bet e-kichen Kortrijk d’an 11 a viz Gouere 1302 etre armeoù kontelezh Flandrez ha rouantelezh Bro-C'hall.

Fellout a rae d’ar roue gall Fulup IV brasaat domani e rouantelezh, abaoe ma oa erruet war an tron. Fellout a rae dezhañ aloubiñ Flandrez, e-touez douaroù all, ur vro a oa pinvidik, gant labour he gwiaderien. Sinañ a reas kont Flandrez un emglev gant roue Bro-Saoz, Edouarzh Iañ, rak disfiz en doa diouzh roue Bro-C’hall. Kerkent e voe aloubet kêrioù Lille, Kortrijk, Béthune ha Kassel. E 1300 e voe anvet Jacques de Châtillon da c’houarnour Flandrez gant Fulup IV ha harzet e voe kont Flandrez, Guy, ha kemeret da zen-gouestl. Kerkent e savas dispac’h e-touez annezidi kêrioù Flandrez.

Annezidi Brugge, a oa bet skarzhet diouzh o ziez gant soudarded c’hall, a zistroas d’ar gêr hag a lazhas kement soudard gall a voe kavet ganto d’an 18 a viz Mae 1302, e-kerzh ar pezh a anver Brugse Metten (Matinezoù Brugge). Hervez ar richenn e lakaent an dud, evit anavezout ar C’hallaoued diouzh tud ar vro, da zistagañ ar gerioù "schild en vriend" ("skoed ha mignon"), gerioù diaes da zistagañ evit gallegerien. Hervez un istor all ez eo ar gerioù "des gilden vriend" ("mignon d’ar breuriezhioù") a lakaent an dud da zistagañ. War-dro 2 000 den a vije bet lazhet neuze. N’eus nemet un dornadig a C’hallaoued, hag ar gouarnour Jacques de Châtillon en o zouez, a c’hallas tec’hout kuit.

Roue Bro-C’hall a gasas neuze un arme vras davet Flandrez, renet gant ar c’hont Robert II d'Artois. E tu ar C’hallaoued e oa 2 500 marc’heg ha ganto 1 000 gwareger, 1 000 goafer ha war-dro 3 500 soudard all war droad : en holl e oa war-dro 8 000 den. E tu Flandreziz e oa tud eus bezenoù ar c’hêrioù deuet eus Brugge hag an trowardroioù : 3000 den renet gant Willem van Gulik, mab-bihan da gont Flandrez, ha Pieter de Coninck, en un tu, ha 2500 den all renet gant Gui de Namur, en tu all. Ouzhpenn se e oa deuet ivez un 2500 den bennak eus ar reter (Gent), renet gant Jan Borluut ha 1000 den all, deuet eus Ieper ha renet gant Jan van Renesse. Armet e oant gant gouzifiadoù ha goafoù met aozet-mat ha gourdonet-mat e oant. En holl e oa 9000 den eus tu Flandrez, 400 den nobl en o zouez, ha troadeien tost an holl anezho.

Klask a reas Flandreziz kemer kêr Kortrijk d’an 9 ha d’an 10 a viz Gouere, met en aner. D’an 11 en em gavas an div arme tal-ouzh-tal e-kichen kêr.

Gant ar c’hleuzioù hag ar gwazhioù-dour a oa stank er maezioù e oa diaes d’ar varc’heien c’hall fardiñ war an armead Flandreziz. Ar varc’heien, strobet gant o zroadeien, a voe preizhoù aes evit Flandreziz a zeue d’o zagañ a-dost gant o gouzifiadoù. Gronnet e voe Robert II d’Artois ha lazhet e voe. Pa veizas ar C’hallaoued e oant koll e tec’hjont kuit ha redek a reas Flandreziz war o lerc’h a-hed 10 km.

Trec’h e oa bet Flandreziz. Mil marc’heg gall a voe lazhet da nebeutañ ha marteze muioc’h. Un niver bras a gentroù aour a voe dastumet war an dachenn emgann, war-lerc’h ar varc’heien c’hall[1]. Lakaet e voent a-istribilh en iliz Itron Varia e Kortrijk, e koun an trec’h. Alese e teu anv « Emgann ar C’hentroù Aour ». Bras e voe brud an emgann-se dre Europa, pa oa bet trec’het marc’heien nobl gant un armead tud vunut.

Gant ar skrivagner Hendrik Conscience eo bet kontet an emgann-se el levr De leeuw van Vlaanderen (« Leon Flandrez »), embannet e 1838. Kalz en deus graet al levr-se da zihuniñ an emskiant vroadel e Flandrez.

Abaoe an XIXvet kantved eo bet dibabet an 11 a viz Gouere da zeiz gouel broadel gant brogarourien Flandrez. Lakaet eo bet an devezh-se da zeiz gouel ofisiel gant gouarnamant Flandrez, abaoe 1973.

  1. Kortrijk: Battle of the Golden Spurs, Belgium Travel Network, [1]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.