Mont d’an endalc’had

Emgann an Trois-Rivières

Eus Wikipedia
Kartenn traoñienn an Trois Rivieres e 1759

Emgann an Trois-Rivières (saozneg: Battle of Trois-Rivières) oa bet stourmet d'an 8 a viz Even 1776, e-pad Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet. Arme Breizh-Veur renet gant Gouarnour Kebek Guy Carleton en devoa trec'het da vat unvezioù ar C'hontinental Army renet gant ar jeneral brigadenn William Thompson a oa o klask talañ ouzh an unvezioù saoz o vont war-zu traoñienn ar Stêr Sant-Laorañs.

Plakenn koun gant an Daughters of the American Revolution.

An emgann a oa bet ul lodenn eus aloubadenn Kebek gant trevadennerien stadunanat, a oa kroget e miz Gwengolo 1775 evit tenniñ ar broviñs diouzh krabanoù ar Rouantelezh-Unanet.

2000 soudard a oa e tu Stadoù-Unanet Amerika harpet gant ar 1st Canadian Regiment, kollet e oa bet etre 30 hag 50 den lazhet, 20 gloazet ha 236 prizoniad. E tu ar Saozon e oa 1000 soudard, kollet e oa bet 8 soudard ha gloazet 9.