Emgann Strizh-mor Korea
Emgann war vor Pusan pe Emgann Strizh-mor Korea zo bet un emgann etre daou lestr-brezel e penn kentañ Brezel Korea. D'ar 25–26 a viz Even 1950 e oa bet ur c'hrogad etre morlu Sukorea ha morlu Norzhkorea. Un dezouger soudarded norzhkorean gant war-dro 600 betek 1000 soudard en e vourzh, hervez ar mammennoù, a oa bet o klask dilestrañ e porzh Busan met taget e voe gant ur vag eus ar morlu sukorean ha kaset d'ar strad. Bez e voe unan eus kentañ emgannoù war vor ar brezel. Gwelet e vez evel un trec'h strategel bras gant Korea ar Su hiziv-an-deiz.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lu Sukorea a oa tost da vezañ riñset. Darn eus ar vro a oa bet aloubet gant an nerzhioù komunour. Ar re-se a oa bet o soñjal tagañ nerzhioù Sukorea dre an a-dreñv. Evit en ober e oa ezhomm eus ur porzh bras. Soñjet o doa en hini Busan. Kaset e oa bet ur vag dezougen evit klask dilestrañ un nebeud kantadoù soudarded er porzh a oa hep difenn pe dost. Siwazh evit Norzhkorea e oa bet gwelet ar vag e-pad an noz gant ur vag brezel eus Sukorea. Goude un emgann 20 munut e oa bet kaset ar vag dezougen d'ar strad.
Ma vije deuet al lu norzhkorean eus e daol, e vez laret gant lod istorourien e vefe bet gounezet Brezel Korea ganto.