Emgann Sahagún (1808)
Rann eus | Brezel Dizalc'hted Spagn |
---|---|
Stad | Spagn |
Lec'h | Sahagún |
Daveennoù douaroniel | 42°22′15″N 5°1′45″W |
Deiziad | 21 Kzu 1808 |
Perzhiad | Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon |
Emgann Sahagún a c'hoarvezas e 1808 etre armeoù Bro-C'hall ha Bro-Saoz, e-kerzh Brezel dieubidigezh Spagn. Trec'h e voe ur rejimant dragoned saoz war daou rejimant gall.
E dibenn ar bloaz 1808 edo John Moore e penn an arme saoz kaset da walarn Spagn da skoazellañ ar Spagnoled en o stourm ouzh an alouberien c'hall. Un arme c'hall niverus (ar Grande Armée) a oa bet kaset di gant an impalaer gall Napoleon Iañ en sell da gadarnaat krog ar C'hallaoued a oa bet gwallgaset abaoe un toullad mizioù. Pa oa an arme c'hall o paouez kemer Madrid, d'ar 4 a viz Kerzu, e oa diaesaet kalz saviad an arme saoz.
Moore, a oa e benngarter e Mayorga, a soñje e oa poent d'e soudarded tostaat ouzh an aod pa wele penaos e troe an traoù. Gouzout a rae e oa soudarded ar marichal gall Jean-de-Dieu Soult o kampiñ tost d'ar stêr Carrión.