Emgann Ouargha
Rann eus | Brezel ar Rif |
---|---|
Stad | Maroko |
Lec'h | Ouargha |
Deiziad kregiñ | 13 Ebr 1925 |
Deiziad echuiñ | 20 Gou 1925 |
Perzhiad | Trede Republik c'hall, Republik ar Rif |
Emgann Ouargha a c'hoarvezas war lez ar stêr Ouargha e Maroko adalek an 13 a viz Ebrel betek an 20 a viz Gouhere 1925 etre armeoù Republik ar Rif, renet gant Abd el-Krim, ha hini Bro-C'hall, renet gant Louis Hubert Lyautey. Skubet e voe ar C'hallaoued, ma tivizas neuze Bro-C'hall skoazellañ Spagn e Brezel ar Rif. Ugent mil den a oa e pep hini eus an div armead.
Brezel ar Rif
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant ur feur-emglev bet sinet e Fes e 1912 e oa bet roet ar Rif da Spagn. E gwirionez ne weled soudard estren ebet eno.
E deroù 1921 e fellas d'ar jeneral Manuel Fernández Silvestre kas e arme di hag er bloaz-se e c'hoarvezas Emgann Annual ma voe pulluc'het an arme spagnol gant re Abd el-Krim, a gavas e dro da gemer ur bern armoù. Goude an trec'h-se e teuas hini Monte Arruit (El Arroui en arabeg) war Spagn adarre.
E miz Ebrel 1925 e kouezhas Abd el-Krim war an arme c'hall, ma c'hoarvezas d'ar C'hallaoued evel d'ar Spagnoled en Annual. Neuze e tivizas ar C'hallaoued reiñ harp da Spagn en o dilestradeg en Alhucemas (Biya e berbereg) e miz Gwengolo.
Emgannoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 13 a viz Ebrel 1925 e sailhas 8 000 den renet gant Abd el-Krim war an Ouarga evit troc'hañ al linennoù pellgemenn etre an takad gall e Maroko hag Aljeria. E miz Mezheven e oan gwall dost da gêrioù Taza ha Fes, ma voe ret d'ar C'hallaoued sachañ kuit an dud eus Taza da Fes evit mirout ouzh al lazhadeg. En arme c'hall ar marichal Lyautey e oa 20 000 soudard gant an armoù modernañ.
En en ur ober daou viz e kouezhas 48 savlec'h soudarded, diwar ar 66 a oa en takad. Soudarded ar Rif a gemeras 51 c'hanol, 35 kanol-mortez, 5 000 fuzuilh, ouzhpenn 200 mindrailherez, 7 milion a voledoù, 60 000 greunadenn-dorn, 10 000 greunadenn-mortez, 16 000 bannadell-kanol, hag a zistrujas an holl girri-nij a oa en aerborzh Ain Meduina.
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jan Pascal, L'Armée française face à Abdelkrim ou la tentation de mener une guerre conventionnelle dans une guerre irrégulière 1924-1927, Stratégique, vol. 93-94-95-96, n° 1, 2009, pp. 319-338
- Zakya Daoud, Abdelkrim : une épopée d'or et de sang, Séguier, 1999, p. 108 (ISBN 978-2-84049-144-6)