Mont d’an endalc’had

Emgann Guayabo

Eus Wikipedia

Arabat droukveskañ gant Emgann Gayabos.


Emgann Paso El Guayabo, pe emgann Tonila, zo un emgann a c'hoarvezas e Tonila, e Stad Jalisco e Mec'hiko, d'an 10 a viz Du 1865 etre lu an Eil Impalaeriezh c'hall, renet gant ar c'horonal Alfred Berthelin, ha hini Republikaned Mec'hiko.

Erruout e Colima a reas ar c'horonal gall Alfredo Berthelin eus Guadalajara en sell da echuiñ gant guerrilla ar c'horonal Julio García. Pa glevas García pe tra e oa mennad ar Gall, e rannas e soudarded e div golonennad, hag ar c'horonal Ignacio Zepeda a voe lakaet e penn an hini niverusañ.

Tostaat a reas Zepeda ouzh bagadoù Berthelin, tennoù a voe a bep tu, ha Zepeda a reas van da dec'hel. Hag ar C'hallaoued war e lerc'h. Gortozet e oant pelloc'h gant Julio García. A-benn un toullad eurvezhioù a emgann e voe trec'h arme Mec'hiko, lazhet 70 soudarn gall, en o zouez Berthelin, a voe dibennet.