Emgann Gaines's Mill
Emgann Gaines's Mill (saozneg: Battle of Gaines Mill), anvet ivez Battle of Chickahominy River, a voe stourmet d'ar 27 a viz Even 1862, en Hanover County, e Virginia. An trede emgann e oa en heuliad emgannoù anvet Seven Days Battles (Peninsula Campaign) eus Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Goude Emgann Beaver Dam Creek (Mechanicsville) an devezh a-raok, un emgann hep trec'her ebet, ar jeneral kengevreet Robert E. Lee en devoa taget en-dro kostezenn dehoù an Union Army. Ar gostezenn a oa hec'h-unan en norzh d'ar stêr Chickahominy hag a seblante aes da drec'hiñ.
En gwirionez ar Jeneral brigadenn Fitz John Porter gant e bempvet korfad en devoa savet linennoù difenn kreñv a-dreñv gwern Boatswain. Nerzhioù Lee a oa prest da ober an argadenn vrasañ eus ar brezel e tu ar re gengevreet, gant 57 000 soudard e c'hwec'h divizion. Porter e penn ar Vvet korfad kreñvaet en devoa dalc'het start a-hed an abardaez, tra ma oa ar re gengevreet o tagañ en dizurzh. Kolloù uhel a oa bet, da gentañ gant divizion ar major jeneral A.P. Hill, ha goude-se gant hini ar major jeneral Richard S. Ewell. Dale a voe gant ar Major jeneral Stonewall Jackson o tont, ha kement-se a viras ma vije un dagadenn hollek gant an holl nerzhioù kengevreet asambles a-raok ma erruje skoazelloù ar VIvet Korfad betek Porter.
Erruet ar serr-noz, an nerzhioù kengevreet a oa deuet a-benn da gregiñ gant un dagadenn hollek hag urzhiet mat a freuzas linennoù difenn Porter betek bountañ anezho betek ar stêr Chickahominy. Ar re gevredet a voe rediet da gilañ buan a-dreñv ar stêr e-pad an noz. Ar re gengevreet a oa dizurzhiet betek-re evit dont a-benn da genderc'hel gant an dagadenn. Gant Emgann Gaines Mill e voe saveteet Richmond evit ar Stadoù Kengevreet e 1862. An c'holl strategel gant an Union Army en devoa roet ar c'hoant d'ar major jeneral George B. McClellan da zilezel ar c'hampagn brezel a-enep Richmond ha gwelloc'h e oa bet gantañ kilañ a-dreñv ar stêr James.
An emgann a oa bet tost er memes lec'h hag Emgann Cold Harbor e 1864.