Emgann Elhri
Emgann Elhri, pe El Herri, zo un emgann e Maroko, d'an 13 a viz Du 1914, etre an arme c'hall ha meuriad berber ar Zayaned emsavet. C'hoarvezout a reas e-kichen kêriadenn Elhri, pe El Herri, ur 15 km eus Khenifra, e-kerzh brezel ar Zayaned, ur bobl a glaske enebiñ ouzh alouberezh ar C'hallaoued e-kreiz Maroko, kaset en-dro gant ar jeneral Hubert Lyautey.
Trec'h e voe ar Zayaned hag o harperien amazigh. Kontet eo da vezañ brasañ faezhadenn an arme c'hall en Afrika.
623 soudard gall a voe lazhet, ha Laverdure en o zouez, ha 176 gloazet. 182 brezelour a voe lazhet e-touez ar Zaianed. Ar c'hallaoued gloazet a zegouezhas e Khénifra, ha war o lerc'h Zaianed hag a a lakaas seziz kenkent. Lyautey a voe nec'het gant troiad Laverdure ma kavas e oa kollet ar brezel. met soudarded all a erruas e Khénifra ur pennad goude, hag aesaet e voe d'ar c'hallaoued. padout a reas brezel ar Zaianed betek 1921.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur pennad a-raok e oa bet kemeret Khenifra gant Lyautey, ha krog e oa da varc'hata gant Mouha ou Hammou Zayani, a oa e penn ar Zayaned. Lyautey a soñje tizhout un emglev, ha lavaret en doa d'al letanant-koronal René Laverdure, e penn gwarnizon Khenifra, chom hep arsailhat ar Zaianed.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Emgann Annual, e-pad Brezel ar Rif e 1921.