Emgann El Álamo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
El Álamo e 1854.
Ar jeneral Antonio López de Santa Anna a oa e penn arme Mec'hiko en 1836.

Emgann El Álamo zo un emgann c'hoarvezet en El Álamo (Texas), e 1836 e-pad Dispac'h Texas. C'hoarvezout a reas e-pad 13 deiz, e-kichen San Antonio de Béjar (hiriv San Antonio e Texas), etre soudarded arme Mec'hiko, kaset gant ar jeneral Antonio López de Santa Anna, ha trevadennerien stadunanat, hogen dezho ar vroadelezh vec'hikan evit ar pep brasañ, en proviñs Coahuila y Texas, deuet da vout stad Texas, e SUA. Lazhet e voe an holl drevadennerien, emsaverien mennet da sevel Republik Texas, nemet daou. Krizded ar jeneral mec'hikan a vroudas kalz a Stadunaniz da gemer perzh e Dispac'h Texas, ma voe trec'het an arme vec'hikan ganto en emgann San Jacinto d'an 21 a viz Ebrel 1836 ha peurechuet an Dispac'h.