Mont d’an endalc’had

Emgann Cadfan

Eus Wikipedia
Emgann Cadfan
Maread 1257
Lec'h Bro Gembre
Disoc'h trec'h peurglok ar C'hembreiz
Cheñchamant tiriad:Coed Llathen ha Cymerau
Emgannerien
Rouantelezh Ceredigion
Ystrad Tywi
Bro-Saoz
Pennoù-brezel
Maredudd Rhys Gryg
Maredudd ap Owain
Stephen Bauzan
Nicholas de Martin
Niver a emgannerien
milieroùmilieroù
Kolloù
Dianav met nebeutetre 1000 ha 3000

Emgann Cadfan (Brwydr Coed Llathen, pe Brwydr y Cymerau e kembraeg) zo un emgann, pe daou, etre lu Rouantelezh Bro-Saoz ha hini Kembre e 1257. Rak daou emgann a voe e gwirionez, an eil war-lerc'h egile. Ar c'hentañ a voe e Coed Llathen hag an eil en Y Cymerau, e-kichen Llandeilo, e Dyffryn Tywi. Cadfan zo ur ger kembraek savet diwar 'Cad' (kad, emgann) ha 'fan' (man, lec'h), hag a dalv kement ha "lec'h an emgann". Un trec'h bras e voe evit Kembreiz arme Llywelyn ap Gruffudd, priñs Kembre, hag un darn eus lu Bro-Saoz a voe peurzistrujet. Lazhet e voe 3000 Saoz hag ar pennbrezel Stephen Bauzan[1] en o zouez. Kastell Dinefwr.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]